Nanjing
Neuz
(Adkaset eus Nánjīng)
Nanjing (sinaeg: 南京; pinyin: Nánjīng), bet romanekaet e Nanking pe Nankin, eo kêr-benn proviñs Jiangsu e Republik Pobl Sina. Ul lec'h bras he deus ar gêr e sevenadur hag istor Sina, pa'z eo bet ar gêr-benn Sina meur a wech. Unan eus ar peder c'hêr-benn vras kozh eus Sina eo, ha talvezout a ra hec'h anv kement ha "kêr-benn ar su" (pa dalvez Beijing kement ha "kêr-benn an norzh").
Emañ Nanjing war ar stêr Yangtze, en he delta. En tu-hont da bemp milion a dud a zo o chom eno, hag an eil lec'hienn genwerzh eo e Reter Sina, war-lerc'h Shanghai.
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |