Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Lost ar silabenn

Eus Wikipedia
Skouerioù
Ger Lost
mat [mat] [t]
bed [be:t] [t]
ki [ki:] Ø lost mann


Er yezhoniezh e vez implijet an termen lost ar silabenn (saoz.: syllable coda) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn a c'heller kaout e diwezh ur silabenn goude ar graoñell.

N'eo ket ret achuiñ ur silabenn gant ul lost, hag ur silabenn hep lost ebet a vez graet "silabenn digor anezhi keit ha ma reer "silbenn serr" eus ur silabenn ganti ul lost kensonennel.

Ober a reer "klotennad" eus ar graoñiell mui al lost mar bez anezhañ.

E yezhoù 'zo, evel da skouer ar sinaeg hag ar japaneg, eo bihan-tre an niver a gensonennoù a c'hell bezañ implijet evel lost ur silabenn. E yezhoù all, avat, e kaver n'eus forzh peseurt kensonenn pe c'hoazh meur a gensonenn renk-ouzh-renk.