Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Jean-Yves Le Drian

Eus Wikipedia
Jean-Yves Le Drian
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJean-Yves Le Drian Kemmañ
Anv-bihanJean-Yves Kemmañ
Anv-familhLe Drian Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Mez 1947 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAn Oriant Kemmañ
TadJean Le Drian Kemmañ
MammLouisette Derrien Kemmañ
Breur pe c'hoarMarie Le Drian, Thérèse Thiéry Kemmañ
PriedMaria Vadillo Kemmañ
BugelThomas Le Drian Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker, istorour, pañsioner Kemmañ
ImplijerSkol-veur Breizh-Uhel Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-veur Breizh-Uhel, lycée Saint-Louis de Lorient, Skol-Veur Roazhon Kemmañ
Rener tezennMichel Denis Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Affiliation stringMinistry of Europe and Foreign Affairs, Ministry of Europe and Foreign Affairs of France, Minister of Europe and Foreign Affairs of France Kemmañ
Strollad politikelStrollad sokialour, Territories of Progress Kemmañ
KleñvedCOVID-19 Kemmañ
Perzhiad eWorld Economic Forum Annual Meeting 2018, World Economic Forum Annual Meeting 2019, World Economic Forum Annual Meeting 2020 Kemmañ
Ezel eusQ48204303 Kemmañ
Jean-Yves Le Drian, e Les Étés TIC, Roazhon, 1 a viz Gouere 2009.

Jean-Yves Le Drian, ganet d'an 30 Mezheven 1947 en Oriant, zo ur politikour breton ezel eus ar Strollad Sokialour Gall. Maer an Oriant eo bet ha kannad korn-bro an Oriant ivez. Bet eo ivez sekretour-Stad evit ar mor e 1992. Dilennet e oa bet e penn kuzul-rannvro Breizh e 2004 goude bezañ en em glevet gant an ekologourien hag an UDB. Ar Prezidant kentañ a-gleiz eo evit Breizh.

Dileuridigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Labour evit ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lakaet en doa votiñ d'ar 14 a viz Kerzu 2004 un destenn diwar-benn politikerezh ar yezh e Rannvro Breizh[1].
  • D'ar 26 a viz Genver 2005, en doa klasket lakaat da dremen un is-mennad (n°41) savet gantañ ha Marylise Le Branchu, da mennad (n°12) Marc ar Fur ha François Bayrou evit anavezout ar yezhoù rannvro er Vonreizh c'hall[2].
  • E miz Kerzu 2006 e oa bet o votiñ e parlamant Paris evit ur mennad savet gant kannad UMP (tu dehoù gall) Loudieg, Marc ar Fur, evit anavezout ar yezhoù rannvro er Vonreizh c'hall, ne ouezer ket petra en doa votet.
  • Evit ar wezh kentañ biskoazh a-berzh ur strollad politikel gall, en deus lakaet Jean-Yves an Drian treiñ lec'hienn Internet e gabalerezh evit dilennadeg rannvro 2010 e brezhoneg. (s.o. ar rubrikenn liammoù diavaez).

Frañmasonerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E meur a gelaouenn c'hall ez eus bet anv eus e ezeladur er Grand Orient de France[3],[4],[5]. Hervez Philippe Guglielmi, bet Mestr Meur ar Grand Orient de France, e vefe bet ur maçon très fidèle[6]. Morse n'en deus bet c'hoantaet Jean-Yves Le Drian komz eus e gredennoù[7].

E Gwengolo 2017, evel ministr gall an Aferioù estren, e oa a-unan gant ar gouarnamant spagnol a-enep referendom Katalonia[8].

  1. (fr)An destenn
  2. (fr) Rentañ kont an diviz
  3. Le nouveau pouvoir des francs-maçons, Vincent Nouzille, Le Figaro.fr, 7 décembre 2012
  4. Le vrai pouvoir des francs-maçons, Ottenheimer Ghislaine, L'Express.fr, 2 avril 1998
  5. "Ces franc-maçons qui nous gouvernent", Nouvel Observateur, 06 janvier 2013
  6. Lénaïg Bredoux ha Clément Fayol, « Les réseaux africains de Manuel Valls », Mediapart, 18 Genver 2016.
  7. http://www.lepoint.fr/presidentielle/les-petits-secrets-de-jean-yves-le-drian-07-12-2016-2088574_3121.php
  8. (ca) « El govern francès es posiciona a favor d’“una Espanya forta i unida” », El Punt, 25 Gwengolo 2017

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]