Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kig-yar

Eus Wikipedia
Kig yar rostet en ur rosterez
Ar magañ yer
Yer e gwerzh e marc'had Mazatlán e Bro-Vec'hiko

Kig-yar zo kig tennet eus ar yer, debret goude bezañ bet rostet, grilhet, poazhet er forn, bervet pe c'hoazh fritet. Ar c'hig ar muiañ debret er bed eo. Askoridik eo ar sevel (pe magañ) yer peurliesañ.

Evned-porzh a vez graet eus al laboused savet evit o c'hig pe o vioù. Evit ar c'hig ez eus bet dibabet gouennoù hag a gresk buan. Par pe barez ne vern, yaouank peurliesañ evit kaout kig tanav, kabon (par spazhet) ha kabonell evit kaout kig tanavoc'h c'hoazh. Al loened niverusañ savet evit o c'hig int er bed.

Setu amañ an tammoù pennañ  :

  • ar spilhennoù a bep tu d'ar bruched
  • an istr-yar
  • an eskell
  • ar morzhedoù
  • ar c'hourailhoù : an elaz, an avu (d'ober fourmaj-kig), ar galon, al lounezhennoù, ar pavioù

Ar boaz zo e kalz broioù eus Azia d'ober kouignoù gant ar gwad ha da droc'hañ anezho e diñsoù evit lakaat er soubenn.

Magañ yer askoridik e Bro-C'hall

Stadoù produer e 2018[1] :

Stad Produadur (t)
1 Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet 19.568.042
2  Brazil 14.914.563
3  Sina 13.957.911
4 Rusia 4.543.002
5 India India 3.590.525
6 Banniel Mec'hiko Mec'hiko 3.338.372
7 Banniel Indonezia Indonezia 2.544.105
8 Banniel Japan Japan 2.250.347
9 Banniel Iran Iran 2.187.068
10 Banniel Turkia Turkia 2.156.671
Mammenn : FAOSTAT

Ar sevel yer zo marc'hadmatoc'h hag aesoc'h eget hini ar saout pe ar moc'h, se zo kaoz e vez kavet kig-yar e kement a geginerezhioù er bed. 66 miliard a yer a vez savet ha diskaret bep bloaz er bed, hag en o zouez 7,4 miliard en Unaniezh Europa[2]. Etre 19[3] ha 23 miliard a yer a zo er bed da bep koulz, 10 gwezh muioc'h eget forzh peseurt spesad laboused all[4] ha 40 gwezh muioc'h eget an niver a filiped[5].

E Bro-C'hall ez eus 83 % eus ar yer a zo savet askoridik e savadurioù, ha 17% savet dindan an amzer met war gresk ez a o niver (16 % hervez kaier ar c'hargoù al Label Ruz hag 1 % e bio, sifroù 2016)[6].

E Breizh eo bras ivez ar sevel askoridik hag ezporzhiet e vez kig-yar e kalz broioù. Brudet eo pennoù-yar Gentieg (Label Ruz), e Bro-Roazhon.

Ar c'hig-yar zo ennañ nebeutoc'h a golesterol ha druzoni peurvec'h eget ar c'hig ruz :

  • 4 g a druzoni hag 31 g a broteinoù gant ar gwenn yar
  • 8 g a druzoni ha 27 g a broteinoù gant ar vorzhed hep ar c'hroc'hen
  • 14 g a druzoni ha 26 g a broteinoù gant ar vorzhed hag he c'hroc'hen

Pa vez 10 g a druzoni ha 27 g a broteinoù e 100 g biftek kig-bevin[7],[8].

Met er c'hig kabon e vez kalzig a zruzoni.

En Europa e tremenas ar beveziñ kig-yar en tu-hont da hini ar c'hig-bevin hag ar c'hig-moc'h e 1996 pa reas e reuz kleñved empennaoued spoueek ar bioù (ESB). E Bro-C'hall eo kresket beveziñ ar c'hig-yar tost da 40 % etre 2005 ha 2015[9], betek tizhout 18.8 kg bep bloaz ha dre annezad e 2017[10]. N'eus nemet ar beveziñ kig-se ha ne zigresk ket[11].

Keginañ kig-yar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zoare zo da aozañ kig-yar :

  • kig rostet, en ur plad er forn pe en ur rosterez, ha debret tomm gant legumaj pe yen en ur saladenn
  • beriad grilhet
  • meur a veuz en hilienn
  • kig-yar fritet
  • kig-yar giz Marengo
  • hiliadenn

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

11111111