Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Fañch Elard

Eus Wikipedia

Fañch Elard, e galleg François Elard, bet ganet d'an 9 a viz Ebrel 1910 e Kleder (Penn-ar-Bed, Breizh) hag aet da Anaon d'an 20 a viz Eost 1988 e Brest, a oa ur beleg breizhat hag an troour brezhonek.

Beleget e voe d'an 22 a viz Gouere 1935. Skolaer skol Sant-Josef e Ploueskad e 1934, ha goude-se rener ar skol eus 1939 betek 1947. Kure e Plabenneg e 1947, anvet e voe da berson Kernevel e 1951, ha goude-se person Sant-Mark (Brest) e 1955. Anvet e voe da chaloni a enor ha person-kanton Sant-Mark e 1960. Eus 1966 betek ar bloavezhioù 1972 e voe rener ti-retred beleien Keraodren e Brest, ha goude-se person Rumengol. Anvet e voe da aluzenner e Karmel Brest e 1978, a-raok mont da di-retred Keraodren e 1985.

Labouret en doa da sikour an Aotrou 'n Eskob Visant Fave, eskob skoazeller Kemper ha Leon, ha rener « Kenvreuriez ar Brezoneg », evit treiñ hag embann e brezhoneg al Levr-oferenn betek 1979[1], ha goude-se ar Bibl (Testamant Nevez) : ar Pevar Aviel e 1982, ha Diskuliadur Sant Yann ha lizhiri Sant Paol e 1988[2].

  1. An testennoù, embannet da gentañ gant Kaierou Kenvreuriez ar Brezoneg etre 1969 ha 1979, a zo bet embannet gant Kenvreuriez ar Brezoneg ha Minihi Levenez el levr-oferenn : Leor an overenn hag ar zakramanchou, Trelevenez, Ti embann Minihi Levenez, 1997, 1435 p., (ISBN 2-908230-08-9).
  2. Aviel Jezuz-Krist : Hervez S. Vaze, S. Mark, S. Lukaz, S. Yann, Kastellin, Ar Skol dre Lizer, 1982, 417 p. (Skrid enlinenn) ; An Testamant Nevez, eil lodenn, Kenvreuriez ar Brezoneg, 1988, 216 p. (Skrid enlinenn)

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]