Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Etruskeg

Eus Wikipedia
Etruskeg
(*dianav)
Henyezh
Perzhioù
Komzet e : yezh varv
Rannved : Italia
Komzet gant : yezh varv
Renkadur : yezh varv
Familh-yezh : Yezhoù tireniek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2
ISO 639-3 ett
Kod SIL ETT
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

An hini bouezusañ eus ar yezhoù tireniek e oa an etruskeg, komzet gwechall e Toskana e Italia da vare ar Republik roman. Aet eo da get goude aloubadeg diwezhañ ar Romaned e 350 kent Jezuz-Krist. Moarvat e oa kar d'ar reteg komzet en Alpoù ha d'al lemneg komzet en enez Lemnos, Gres. Ne intenter ket mat ar skridoù miret.

Ober a rae an Etrusked gant un deveradenn eus al lizherenneg gresianek ar c'hornog o-doa amprestet digant trevadennoù gresian kreisteiz Italia,gant levezonoù eus ar fenikeg. Lennet e veze eus an tu dehou d'an tu kleiz pe en ur doare boustrofedon. Ne oa ket unvanet al lizherenneg etruskek. Pep keoded a dalvoudekae un eilstumm ispisial. An disheñvelderioù-se a c'hell diskouez ul liesder rannyezhel pe henvoazioù lennegel lec'hel. Gant ar lizherenneg etruskek e veze skrivet meur a yezh italian evel an oskeg pe al leponteg. Amprestet eo bet ivez, gant un nebeud kemmadennoù, gant ar Romaned hag orin ar lizherenneg latin a-vremañ eo bet.

Istor diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dispis eo orin an Etrusked. Hervez Herodotes e vefent embroidi eus Bro-Lidia (e Turkia hiziv), deuet da Umbria da dec'hout un naonegezh (Istorioù, 21). Lodek gant e gredenn ne oa ket tout e gempredidi. Er Iañ kantved goude Jezuz Krist e remerkas (?) ne oa etruskeg heñvel ouzh yezh ebet arall. Eus an dra-mañ e tezastumas e oant henvroidi.

Klaskourien a-vremañ a zo disrannet a-zivout an dalc'h. Massimo Palotino hag an darn vrasañ eus ar glaskourien Italian a soñj e tiskenne an Etrusked eus ar poblañsoù a veve e Italia a-raok an divroadegoù indez-europek. Mennozh darn vuiañ an istorourien er-maez Italia eo e oa degaset ar yezh etruskek gant alouberien eus ar reter. Hervezo e c'hellfent bezañ liammet d'ar Pobloù eus ar Mor a waske aodoù reter ar Mor Kreizdouarel en XIIvet kantved kent Jezuz-Krist.

Unan eus ar yezhoù kentañ da vezañ skrivet e Italia e oa an etruskeg hag ul lennegezh pinvidik he-doa moarvat. He fouez a ya war ziskar goude aloubadeg Campania gant an Osked ha traoñienn ar Po gant ar Gelted. Goude ar IVe kantved kent Jezuz-Krist, Etruria a oa aloubet gant ar Romaned hag he yezh a oa erlec'hiet gant al latin. Ne gaver mui a enskrivadurioù etruskek goude ar c'hantved kentañ, zoken en hanternoz e-lec'h ma seblant bezañ treuzvevet ar yezh hiroc'h eget er ranvroioù arall. Goude ar poent-se eo gwirheñvel ne oa mui komzet etruskeg nemet gant kouerien.

An impalaer Klaodius (10 kent Jezuz Krist - 54) en doa skrivet ur geriadur hag ur yezhadur etruskek, ar pezh a ziskouez e oa c'hoazh komzet an etruskeg e derou ar c'hantved kentañ.

Istor diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'anavezer ket mat a-walc'h an etruskeg da skrivañ un istor diabarzh gwir anezhi, met testennoù o doa treuzvevet a ziskouez ur rummad a gemmoù etre an enskrivadurioù koshañ hag ar skridoù diwezhatoc'h evel al liber linteus. Seblantout a ra en doa an etruskeg ur pouez-mouezh kreñv hag a oa kaoz da wanadur ar vogalennoù dibouezet evel e rasena a ya da rasna e testennoù eus penn ar Republik roman. Kavout a reer ivez ur ger-mell - ten pe tn - e-barzh skridoù diwezhatoc'h hag a zo diank en enskrivadurioù diaraok.

An darn vrasañ eus ar glaskourien a soñj eo an etruskeg aparchant d'ur familh tireniek hag a endalc'hfe, e-kichen an etruskeg, ar reteg hag al lemneg. Ar C'hamuneg a zo staget outi gant yezhoniourien zo, met n'anavezer ket a-walc'h a-zivout ar yezh-se da vezañ sur. An hengipreg hag an hengreteg a c'hellfe bezañ izili ar familh-se

Liammoù etre ar yezhoù tireniek an indez-europeeg o-deus bet kinniget pa seblant un darn eus ar geriadur etruskeg kaout un orin indez-europek, pe tost ouzh an indez-europek. Hec'h yezhadur, avat, a zo disheñvel kenañ.

Tra ma oa etruskeg skrivet en ur doare-skrid a gomprener ma a-walc'h ez eus kalz entremarioù c'hoazh diwar-benn e fonologiezh. Kenemglev ebet a zo a-zivout talvoudegezh al lizherennoù sunet (theta, phi ha chi). Gallout a rafent bezañ sunet evel e gresianeg pe talvezout kensonennoù-c'hwezh. Gallout a reont bezañ nemet eilstummoù al lizherennoù nann-sunet.

A-raok Kreiz A-dreñv
Serr i
I
u U
Damserr e
E
Digor a A  

Kensonennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diweuz Dent Logigoù Staon Gouel Tarzh
Dre Darzhañ p
[p]
P

[]
t, d
[t]
T D

[]
c, k, q
[k]
C K Q

[]
Dre ruzañ f
[φ]
F
s
[s]
S

[ʃ]
h
[h]
H
Afrikatek z
[ʦ]
Z
Dre fri m
[m]
M
n
[n]
N
Dre fraoñval l
[l]
L
r
[r]
R
Dre-dostaat v
[w]
V
i
[j]
I

N'eo ket anavezet mat yezhadur an etruskeg. An darn vrasañ eus an destennoù a zo re verr ha n'int ket komprenet ar re hiroc'h. Gwelet eo mat e oa ur yezh genbegus an etruskeg.

Displeget e oa an anvioù etruskeg en ur stagañ lostgerioù outo, evel e turkeg pe e finneg.

clan: mab

Unander Liester
Tro-envel clan clenar
Tro-c'henel clens clenarasi / cliniiaras
Tro-reiñ clensi clenarasi / cliniiaras
Tro-lec'hel *clenthi

Gerioù oc'h echuiñ gant l pe r a ra o tro-c'henel e us. Un nebeud gerioù o deus un tro-c'henel e al, se a zo:

  • ar gerioù gwregel oc'h echuiñ gant i
  • ar gerioù gourel oc'h echuiñ gant s
  • ar gerioù gourel oc'h echuiñ gant ur gensonenn dre-zent

N'anavezer nemet daou raganv personel e etruskeg :mi (me), mini e dro-damall ha an (eñv/hi) a ya da inpa ziskouez un dra divuhez.

Ar raganv-diskouez a zo ita/eta/ta pe ika/eca/ca a zo e zisplegadur :

Tro-envel ita / eta / ta ika / eca/ ca
Tro-c'henel itan /tn can / cn / ecn
Tro-lec'hel calthi / eclthi /clth

E testennoù diwezhatoc'h, evel al liber linteus, e ya ta / tn d'ur ger-mel.

Abalamour da natur an testennoù n'anavezer ket mat frammadur ar verb etruskeg.

  • Trede gour an amzer a-vremañ a vez furmet gant ar wrizienn noazh : an tur : eñv a ro
  • Trede gour an amzer dremenet a vez furmet dre stagañ -ce ouzh ar wrizien : turce : eñv a roas
  • Gour kentañ an amzer dremenet-gouzañv a vez graet dre stagañ che ouzh ar wrizienn.

Miliadoù a destennoù en etruskeg a zo bet treuzkaset, met an darn vrasañ anezho a zo skort. Skridoù-bez ha gouestloù ez int dreist-holl. N'hon eus nemet un dornad a destennoù hir, gwirel pe relijiel o natur :

Liammoù diavaez (e saozneg)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù tireniek

Lemneg

Reted