Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Armerzh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ekonomiezh)
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
armerzh
diskiblezh akademek, penndanvez studi, field of study
Iskevrennad eusskiantoù sokial Kemmañ
Rann euseconomic and social sciences, skiantoù sokial Kemmañ
Is the study ofekonomiezh, madoù, servij Kemmañ
HashtagEconomics Kemmañ
Dezverket dreeconomics terminology, faculty of economics Kemmañ
Istorhistory of economic thought, economic history Kemmañ
Pleustret gantekonomour, professor of economics, Candidate of Economic Sciences, Doctor of Economics, Doctor of Economics Kemmañ
Stack Exchange site URLhttps://economics.stackexchange.com Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://stackoverflow.com/tags/economics Kemmañ

An armerzh zo ur skiant sokial dezhi ar pal da studiañ penaos 'implij ar gevredigezh he feadra rouez a-benn produiñ, a-ziwar ezhommoù ha c'hoantoù pep hini ha deus an doare ma vez addalc'het rezultajoù ar produiñ-mañ d'an dud. An ekonomiezh a zo ur skiant a studiñ mont en-dro an ekonomiezh, da lâret eo oberiantizoù ur strollad tud evit produiñ, distribuiñ ha beveziñ ar produioù-se evit bevañ ha krouiñ pinvidigezh.

Ar ger Armerzh a teu eus : ar + merzh (armerh e 1723, gwelout armerth e kembraeg).

Setu an ekonomiezh a studi an doare ma vez dispignet pe espernet arc'hant gant tud prevez ha gant an embregerezhioù ha penaos e vez dasparzhet ar pinvidigezhioù. Komzet e vez eus ekonomiezh prevez. Ekonomiezh publik a vez graet eus studiadenn perzh ar Stad e-keñver ekonomiezh (divizoù, dilerc'hioù).

Heñvelster eo gant gounid, aozañ hag espern.

Dre o studiennoù e klask an armerzhourien analizañ e peseurt mod e vez produet peadra kevredigezh Mab-Den ha penaos e vez addalc'het d'an dud tout. Klask a raint propozañ displegadennoù evit-fed n'eo ket en he reizh ar gevredigezh, hag ar fed ma c'hellfe-hi mont war wellaat. Tu zo dehe sevel studiadennoù a-benn istimañ dilerc'hioù ul lezenn pe ur mennad lezenn. Rezultajoù ar studiadennoù-mañ (hag a c'hell bezañ lavar-dislavar deus ur stumm d'eben) a vez implijet a-wechoù gant ar gouarnamañchoù evit reoliata an armerzh.

An armerzh, hag an doare ma vez renet gant ar gouarnamañchoù, a zo liammet gant prederouriezhioù politik. Da skouer eo bet savet Unaniezh Europa en sell d'ober evit an ober asambles etre ar Stadoù european a-benn ma ve dibosupl d'ar broioù brezeliañ. Evit an dud eo bet savet ive, dreist pep tra evit fed penaos e vez ingalet ar pinvidigezhioù e-barzh ar gevredigezh.

Abaoe fin an XXvet kantved eo an armerzh un dalc'h ekolojik. Ya 'vad, ar peadra naturel o vont war vihannaat gant an oberiantizoù armerzh (diforestañ, mammennoù nerzh, kailh) ha n'eo ket na koll na gounit kennebeut war ar blanetenn evit-fed an hin, al lies ma'z eo ar boudoù enni... Gant-se e teu an nen da sellet a-dost ouzh an Diorroadur padus.

Pennreolennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant an armerzh e vez soñjet ez eus danvez met pas kement-se, ret choazo penaos implijañ an traoù, rak rouez int hag etre daou soñj emaomp, ha rankout a raomp choazo unan tra-ken. Ar c'houst a vout en koulz a vez gwraet gant an armerzhourien deus se. Ouzhpenn da se n'omp ket evit produiñ nemet re nebeut a draoù e-keñver ar pezh a vefe prenet peaotramant, kement-se e-pad ur momed hag ur genarroudenn teknolojik bet choazet a-raok ; sed ar pezh a lak an dud da brederiañ war fed penaos addalc'hen d'an dud tout.

Evit mentañ daou implij diforc'h eus ar mammennoù ec'h implij an armerzhour ur muzul eus talvoudegezh ar rezultad bet tapet. Ar muzul-mañ, gouestlet da batrom an armerzhour, zo sañset taolenniñ an dud o deus o fegement evit an defotachoù. Evit ur patrom armerzh bet choazet e vez lâret lar eo oberiant un urzhiadur ma vez implijet gantañ mammennoù dehe un talvoudegezh bras-meurbed.

Armerzh ha kevredigezh dorn-ha-dorn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger ekonomiezh pe armezh a zo ganet diwar skridoù Xenophon hag Aristote etre ar Vvet kantved hag ar IVvet kantved kent J-C, talvezhout a rae ''aozadur an tiegezh''. Ar meizad ekonomiezh a oa bet krouet kalz en a-raok, er VIvet milvet kent J-C; e Sumer (Mezopotamia) e veze kenwerzhet dija. Sokial a deu eus al latin ''socialis'' (kevredigezh) hag eus ''socius'' (kamalad).

Setu emdroadur an ekonomiezh hag ar gevredigezh abaoe o c'hrouadur:

  • Chaseourien ha kutuilherien ar Ragistor a dreuzfeurme ar boued gant an tan. Tamm-ha-tamm o deus kroget da sevel objedoù arzel ha relijiel ha diorroet eo bet an trok.

* E-pad Oadvezh ar Maen (12 000-8 000 kent J-C) e krogas an den da sevel kêriadennoù, da zesevel loened hag e voe krouet ar berc'hentiezh. * Tro-dro d'ar mor Kreizdouar e krog an impalaeriezhioù (Ejipt, Roma, Bro C'hres) gant ar sklaverezh. * Da vare ar Grennamzer e vez krouet ar marc'had, hag an dizalc'hidigezh ekonomikel: produiñ a-walc'h evit bezañ dieub diouzh ar Stadoù all ha gwerzhañ dezho ar produioù-se evit dasparzh pinvidigezh. * Ar skiant ekonomikel a deu war-wel e-pad ar XVIIve kantved gant perzh ar Stad er vuezh ekonomikel o vrasaat. E fin an XVIIIvet kantved, e krog al labourerien d'en em vodañ hag e krouont kevredigezhioù sikour a-stroll evit finañsiñ an interamantoù, harz-labour, etc. James Watt a ijin ar mekanik dre aezhenn hag Adam Smith a grou ar frankskemm. Embregerezhioù industriel (mengleuz, oto) o doa ezhomm kalz arc'hant, neuze e voe krouet kumpagnuniezhioù gant diazez an aksion hag ar bankoù bras. * 1929: krach bours Wall Street. Ar mennozh a PDG (Produ Diabarzh Gros) a zo kavet gant Simon Kuznets. Hiziv, ekonomiezh ar Stadoù diorroet hag o tiflukañ a zo hini ar ouiziegezh (brevedoù), ar servijoù, bedeladur ar marc'hadoù (ekonomiezh dre rouedad). * Ekonomourien a orin eus an ekonomiezh modern: Colbert, Smith, Quesnay, Marx, Engels.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.