Dynod Bwr
Neuz
Dynod Bwr pe Dunaut Bwr pe Dunod Fawr zo anv ur roue brezhon en Enez Vreizh er VIvet kantved, en "Hanternoz Kozh" (Hen Ogledd hervez Kembreiz).
Mab yaouankañ Pabo Post Prydain e oa, ha moarvat e voe roue war e lerc'h, er vro a voe roet dezhi an anv Dunoting (Yorkshire bremañ).
Goude muntr Urien, roue Rheged, e konter e voe aloubet e vro gant Dunod, a reas brezel d'e vibien, Owain mab Urien ha Pascent mab Urien, ar pezh a wanaas ar gevredigezh vrezhon.
Kontañ a reer ivez e voe lazhet Dunod gant Angled rouantelezh Bernikia war-dro ar bloavezh 595. Rediet e vefe bet e familh neuze da repuiñ da Powis ha distrujet e vefe bet e rouantelezh. Hervez tud zo, avat, e vefe chomet bev hag aet da abad e Bangor-is-y-coed.
En e raok: Pabo Post Prydain |
Roue Dunoting ) war-dro 505 -595 |
War e lerc'h: Den ebet |