Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

De gustibus et coloribus non disputandum

Eus Wikipedia

De gustibus et coloribus non disputandum zo ul lavared latin, brudet a-walc'h hiziv c'hoazh, hag a dalv da lavarout ec'h eo arabat kaozeal eus blizidigezh nag eus livioù. Ret eo kompren e vije amzer gollet, rak disheñvel e vo ali pep den ha n'eus emglev posupl ebet war gement-se.

Pell e oa bet soñjet e oa bet savet gant Marcus Tullius Cicero, hiziv e kreder eo gant kelennerien ar Grennamzer.

  • De gustibus non est disputandum zo un drama war gan savet gant Carlo Goldoni e 1754.
  • Meneget eo ar frazenn gant Philip K. Dick en e romantoù The Crack in Space (1966) ha Flow My Tears, the Policeman Said (1974).

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]