Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Gwilh ar C'hoad

Eus Wikipedia

Gwilh ar C'hoad, bet ganet d'ar 27 a viz Eost 1845 e Tremael (Treger), ha marvet eno d'ar 1 a viz Meurzh 1914, a oa pastor protestant ha skrivagner brezhonek.

E dad-kozh, Gwilherm Rikou, a oa bet o kenlabourat gant ar pastor John Jenkins evit adwelet an droidigezh eus ar Bibl a oa bet graet gant ar Gonideg. Rikou e-unan ne oa ket protestant c'hoazh[1] met e verc'h a oa, hag hi skolaerez dimezet d'ur botaouer.

Abred a-walc'h e voe taolet evezh ouzh o mabig Gwilh, gant person ar barrez met ivez gant John Jenkins. Gant ar pastor kembreat-se e voe kaset ar paotrig da dremen konkour Skol-vistri brotestant Courbevoie ha d'ober e studioù di. Distreiñ a reas Gwilh ar C'hoad da Dremael e 1866, gant un diplom a roe an tud dezhañ d'ober skol.

D'ar 1añ a viz Here 1868 e timezas da Gertrude Shaw, ur vaouez ganet e Breizh met eus ur familh saoz-hag-iwerzhonat. Diouzhtu goude e voe anvet da skolaer-avielour gant ar brotestanted.

Buan e teuas brud dezhañ. A-du e oa gant ar Republik, pa oa kalz a gatoliked tro-dro a-enep. Lakaat a reas digeriñ un templ e Tremael hag a veze darempredet gant kalzig a dud. Nebeut a zarempred en doa gant badezourien Montroulez, met dre ma ouie saozneg en doa darempred war-eeun gant ar "Baptist Missionary Society", e Bro-Saoz. Bep bloaz ez ae du-hont ha skoazellet e veze gant arc'hant dastumet e Breizh-Veur.

Berzh a rae mision ar C'hoad e Tremael : ouzhpenn ar chapel en doa digoret un ti-emzivaded, skolioù hag un ospital ha kas a rae tud da brezeg an aviel dre ar vro, betek Brest pe Jerzenez zoken.

Embann a rae skridoù ivez, e brezhoneg, evel Almanak mad ar Vretouned pe kanaouennoù war follennoù-nij. E droidigezhioù eus ar Bibl hag eus an Testamant Nevez, a voe moullet e Bro-Saoz : 20 000 skouerenn evit ar Bibl ha 200 000 evit an Testamant Nevez ![2]

Troet gantañ e brezhoneg :

  • Testamant Nevez hon Aotrou hag hon Zalver Jesus-Christ, lekeat en brezounek gant G. ar C'hoat, moullet e 1883 hag advoullet e 1893[3]
  • Ar Bibl Santel en pehini ema ar Gonvenans koz hag an hini nevez, troet en brezounek (iez Treger) hervez ar mammou-skrid hebre ha grek ha kemmet gant ar brasa evez euz an droedigeziou groet euz al levr ze er iezou all, moullet e 1890, advoullet e 1894, 1897 ha 1904[4].
  1. Distreiñ a reas ouzh ar gredenn brotestant diwezhatoc'h, e dibenn e vuhez.
  2. Lec'hienn protestantsbretons.fr
  3. Un siècle de journalisme breton, Lucien Raoul, Le Signor, 1981, p. 262
  4. Un siècle de journalisme breton, Lucien Raoul, p. 262

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]