Gundomar
Neuz
Gundomar pe Godomar a oa diwezhañ roue ar Vurgonded. Mab Gundobad a yeas da roue goude ma oa bet faezhet e vreur Sigismund Burgondia gant ar Franked e 524. Gant skoazell an Ostrogoted e teuas a benn d'adaloubiñ e rouantelezh, met er fin e voe faezhet ha lazhet e 534 ha disrannet e voe rouantelezh ar Vurgonded etre ar rouaned frank.