Bann Gwenrann
Neuz
Bann Gwenrann a oa ur rann velestradurel ha lezvarnel e departamant al Liger-Izelañ e Breizh. Krouet e voe gant lezenn an 23 a viz Eost 1790 ha lakaet Gwenrann en e benn[1].
Setu amañ roll an eizh kanton a yae d'ober Bann Gwenrann :
- Kanton ar Groazig[2],
- Kanton Bourc'h-Baz[3],
- Kanton Erbigneg[4],
- Kanton Gwenrann[5],
- Kanton Mesker[6],
- Kanton Mouster-al-Loc'h[7],
- Kanton Pontkastell-Keren[8],
- Kanton Sant-Nazer[9].
Lez-varn ar bann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dilennet e voe barnourion hag advarnourion e 1790 en ur heuliañ al Lezenn eus ar 16 hag ar 24 a viz Eost 1790. Evit kaout gwir da votiñ e ranke ar geodedourien bout pinvidik mat: graet e veze dilennourien an eil derez anezhe[10].
Dilamet ar bannoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[11].
Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, pajenn 106
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun ar Groazig
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Bourc'h-Baz
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Erbigneg
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Gwenrann
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Mesker
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Mouster-al-Loc'h
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Pontkastell-Keren
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Sant-Nazer
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187