Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

CBGB

Eus Wikipedia
Talbenn CBGB

CBGB & OMFUG a oa ur sal sonadegoù staliet e niv. 315 Bowery e Manhattan (New York). Anv klok ar sal a oa : Country, Bluegrass, and Blues and Other Music For Uplifting Gormandizers. Perc'hennet e oa gant Hilly Kristal (23 a viz Gwengolo 1931 - 27 a viz Eost 2007). Krouet eo bet e miz Kerzu 1973, ha serret d'an 31 a viz Here 2006. Krouet e oa bet evit kinnig sonerezhioù a bep seurt, met deuet e oa da vezañ brudet e dibenn ar bloavezhioù 1970 pa oa bet kinniget enni ar strolladoù punk amerikan kentañ evel Ramones, Blondie, Television pe c'hoazh Talking Heads.

Istor ar sal

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Digeriñ a reas ar sal e miz Kerzu 1973. Kempennet e oa bet gant Hilly Kristal : a-raok e oa anvet « Palace Bar ». 370 m² a oa ment ar sal, da lavaret eo e oa sal vrasañ ar c'harter, neuze e soñjas e c'hallfe degemer enni tud entanet gant sonerezh country, bluegrass pe blues. Met diaes e voe dezhañ. Ar strolladoù kentañ a sonas e-barzh a voe Wayne County and the Electric Chairs ha Suicide, ur wech serret Mercer Arts Center (miz Eost 1973). Nepell goude ez eas izili ar strollad Television e darempred gantañ, hag ur sonadeg a rojont er sal d'an 31 a viz Meurzh 1974. Daoust ma tremenas fall an traoù e teuas a-benn manager ar strollad da gendrechiñ Kristal da zegemer anezho en-dro. Seniñ a rejont ur wech ouzhpenn neuze, asambles gant Ramones. Ramones ha Blondie a grogas da reiñ sonadegoù enni azalek miz Eost 1974. Patti Smith a roas he sonadeg kentañ enni d'ar 14 a viz C'hwevrer 1975. Da heul e teuas ivez Mink DeVille, Blondie, Talking Heads, The Fleshtones ha meur a strollad all. Dreistvevañ a reas sal Kristal er bloavezhioù 1980, hag enni e tiwanas ar seurt sonerezh anvet punk hardcore. Bep Sul e teue strolladoù punk hardcore da seniñ evit netra, hag e-pad an endervezh a-bezh. Tamm-ha-tamm ez eas an traoù war washaat abalamour d'ar feulster a oa e-pad koulz ha tro-dro d'ar sonadegoù. Kristal a nac'has neuze ma sonfe seurt strolladoù en e sal, hag azalek 1990 ne voe strollad hardcore pe punk ebet a sonas enni. E-touez ar strolladoù punk hardcore a sonas er CBGB emañ : Gorilla Biscuits, Cro Mags, Agnostic Front, Sick Of It All, Rest In Pieces, Warzone, Urban Waste, Youth Of Today, Murphy's Law, Leeway, Sheer Terror, Killing Time ha Bad Brains. Koulskoude ne oa bet embannet reolenn sklaer ebet, hag ur snadeg punk hardcore a voe aozet d'an 3 a viz Gouere 2005. Enni e kemeras perzh Killing Time, Bulldoze, Underdog, Subzero, Homicidal, Billyclub Sandwich, Icepick hag Aggressive Threat. E miz Eost 2005 e tivizas Bowery Residents Committee (ur gevredigezh he fal sikour an tud hep to nag aoz, hag a oa perc'henn war ar sal) chom hep astenn al lizher-feurm, dre ma ne oa ket paeet ar feurm. Klemmoù a voe, met ne voe tamm sikour ebet a-berzh maer New York, Michael Bloomberg e anv, neuze e tivizas Kristal leuskel an traoù da vont e miz Kerzu 2005. Un emglev a gavas gant ar perc'henn ha chom a reas digor ar sal betek ar 15 a viz Here 2006. Evit dont a-benn a rankas Kristal chom a-sav gant e c'houlenn lakaat CBGB da vezañ renket e-touez ar savadurioù istorel.

CBGB en deiz goude ma vefe bet serret : 16 a viz Du 2006

A-raok ma serrfe e teuas strolladoù liesseurt da seniñ enni en-dro: Sonic Youth, Dead Kennedys, Sick Of It All, Murphy's Law, Agnostic Front, Debbie Harry ha Chris Stein ( Blondie) ha Bad Brains. Ar sonadeg ziwezhañ a voe roet gant Patti Smith. Fellout a rae da Hilly Kristal digeriñ ur sal gant ar memes anv e Las Vegas, met mervel a reas a-raok dont a-benn da gas e raktres da benn. Hiziv an deiz eo deuet d a vezañ un diskouezva anvet Morisson Hotel. Nepell emañ "Joey Ramone Place".

Strolladoù bet o seniñ er CBGB

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.