Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Vogalenn damserr a-raok plaen

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok Kreiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
LFE – niverenn 302
LFEunicode e
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA e
Selaou

Unan eus ar vogalennoù a gentañ renk eo ar vogalenn damserr a-raok plaen, treuzskrivet [e] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 302.

A-wezhoù e vez kavet ar vogalenn [e] evel ur fonem disheñvel diouzh [ɛ] evel e brezhoneg hag a-wezhoù e vez kavet koulz /e/ hag /ɛ/ evel alofonennoù an arc'hfonem |E|

Skouerioù

Yezh Ger LFE Ster
Brezhoneg ger]] [vreːmt] '-'
Galleg beauté [bote] 'kaerder'
Alamaneg Seele [ˈzeːlə] 'ene'
Hungareg hét [heːt] 'sizhun, seizh'
Italianeg stelle [ˈstelle] 'stered'
Koreaneg 베다 [ˈpeːda] 'troc'hañ'
Norvegeg le [leː] 'c'hoarzh'
Poloneg dzień [dʑeɲ] 'deiz'
Ruseg шея [ˈʂejə] 'gouzoug'
Turkeg sel [sel] 'dour-beuz'

Vogalenn etre a-raok plaen

E meur a yezh, en o zouez ar japaneg, ar soazneg unvan (R.U.), ar spagnoleg, ar c'horeaneg hag an turkeg, e kaver ur vogalenn etre a-raok disheñvel-mik koulz diouzh ar vogalenn damserr a-raok plaen [e] hag diouzh ar vogalenn damzigor a-raok plaen [ɛ]. Neaozh, dre ma n'anavezer yezh ebet ma vez enebiet ganti an teir vogalenn-se war un dro n'eus arouezenn ispisial ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn etre-se ha peurliesañ e reer gant an arouezenn [e] hepmuiken pe c'hoazh mar bez ezhomm gant ar sin diakritek ispisial a dalvez da verkañ ar fed m'emañ produet ur vogalenn izeloc'h evit boaz, da skouer [e̞].

Skouerioù

Amañ eo bet graet war-eeun gant an arouezenn [e] kentoc'h evit [e̞] evit eeunaat an treuzskrivadurioù:

Yezh Ger LFE Ster
Albaneg keq [kec] 'fall'
Finneg menen [me̞ne̞n] 'mont a rin'
Gresianeg φαινόμενο [fe̞ˈno̞me̞ˌno̞] 'darvoud'
Japaneg 笑み [emi] 'mousc'hoarzh'
Koreaneg 베개 [peˈɡɛ] 'goubenner'
Roumaneg |fete [ˈfete] 'plac'hed'
Serbeg жена/žena [ʒena] 'maouez'
Spagnoleg bebé [beˈβ̞e] 'babig'
Turkeg kel [kel] 'moal'

Gwelit ivez: