Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Tiberius Caesar Augustus

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Tiber, pe Tiberius Caesar Augustus, pe Tiberius Claudius Nero (hervez e anv genidik) a oa an eil impalaer roman war-lerc'h Aogust e leztad hag adtad. Ganet e oa e - 42 e Roma ha marvet e 37 e Misen (Campania - Bro-Naplez). Ren a reas an impalaeriezh gant furnez ken e chomas e peoc'h evel en a-raok.

A-raok mont da impalaer

Mab e oa Tiber da Tiberius Claudius Nero ha da Livia. Dimeziñ a reas Aogust gant Livia e - 38 hag e renas Tiber hag e vreur Drusus buhez an dudjentil a renk uhel e servij ar riez roman. Koñsul e 29 kt JK- 29 ez eas da brokoñsul da-c'houde, da lavaret eo gouarnour proviñs. Pa oa gouarnour en Azia minor e adlakaas e 20 kt JK- 20 Tigran war e dron e Armenia.

Kadarnaat a reas gant harp e vreur Drusus tiriadoù roman war an harzoù kostez ar Roen hag an Danav. Pa varvas e - 12 an daou vab-bihan a oa da Aogust, hemañ a gemeras Tiber evel advab hag e c'houlennas an impalaer ma vo advabet gant Tiber, Germanicus, mab da Drusus. Rediet e oe Tiber dimeziñ gant Julia, merc'h Aogust.

An impalaer fur ha pell

An 19 Eost 4 e voe anvet Tiber da impalaer, met ne brize ket ar vuhez foran. Aon en doa rak an iriennoù ken e oe gwelloc'h dezhañ chom gant nebeud a dud en ul lec'h distro. Doganet e oa gant e wreg Julia ouzhpenn.

Koulskoude e talc'has Tiber da gempenn aozadur melestradurel an impalaeriezh ha da wellaat an arc'hanterezh hag ar justis. Deuet da vezañ paranoiek e klaskas bevañ pell diouzh al lez impalaerel ha ez eas da chom ur ur palez savet a-ratozh en Enez Capri e-tal aod Kampania. Ren a ree an impalaeriezh dre jubennouriezh Sejan, ur seurt ministr kentañ.

Muntret e oa ar 16 Meurzh 37 e Misen, porzh bras ar morlu roman e-kichen Naplez, lakaet da vezañ mouget hervez lod gant soudarded Makro, prefed ar pretordi, pe war urzh Caligula.

Eureujoù

Tiber a zo bet div wech dimezet :

- ar wech gentañ, dre garantez, gant Vipsania, merc'h Agrippa;

- an eil gwech, e 11 kent JK, war urzh impalaer Aogust, gant Julia, e merc'h.

Levrlennadur

  • François Zosso & Christian Zosso : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994.

Gwelet ivez

  An Impalaerien roman  
Tierniezh Jul-ha-Klaod
En e raok :
Aogust
( - 27 - 14)
Tiber
(14 - 37)
War e lerc'h :
Caligula
37-41
Heuliad Henroma