Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Jos-Pêr ar Braz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16: Linenn 16:




{{DEFAULTSORT:Ar Bras, Jos-Per}}
{{DEFAULTSORT:Bras, Jos-Per ar}}
[[Rummad:Marvioù 1915]]
[[Rummad:Marvioù 1915]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1889]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1889]]

Stumm eus an 12 C'hwe 2011 da 18:05

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Jos-Per ar Bras (anv ofisiel : Joseph-Pierre Le Bras) zo bet unan eus ar stourmerien bolitikel gentañ o deus graet gant ar brezhoneg evit displegañ e vennozhioù politikel. Ganet eo bet e Kerdevez, en Drev-Nevez e Bro-Leon, e 1889, ha lazhet eo bet er brezel e 1915.


Degaset e voe Jos-Per ar Bras d'an Emsav gant Klaoda ar Prad skolaer e Landivizio, skrivagner ha brogarour. Evel skolaer en ur skol gristen e Landivizio e c'hounezas e vara adalek 1906. Dastum a reas sonioù ha gwerzioù e tolead Logeginer ken e voe loreet e kenstrivadeg ar Bleun-Brug e Kastell-Kêryann e 1907.
E 1914 e voe anvet diwar e c'houlenn da vestr-skol publik e Plougin, met kaset e oa d'ar brezel diouzhtu e 1914 hag e voe lazhet e-kichen Bar-le-Duc e 1915.


Jos-Per ar Bras a gemeras perzh e savidigezh ar Strollad Broadel Breizh kentañ ; skrivañ a reas ivez e-barzh kelaouenn ar Strollad, Breiz Dishual, dindan an anv-pluenn Yann Brezal. E-barzh kelaouennoù all ez embannas pennadoù brogar all, e Kroaz ar Vretoned dindan an anv-pluenn Dirlemm hag e Brug dindan al lesanv "Bruger".


Mammennoù