pont
Neuz
Brezhoneg
- Diwar ar ger latin pons.
- Meneget er C'hatolikon (pont).
- Da geñveriañ gant ar gerioù pont en kembraeg, pons en kerneveureg.
Anv-kadarn
pont /ˈpɔ̃n(t)/ gourel (liester : pontoù)
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- Anaout a rez "La Zamorrana" 'michañs, en tu-all d'ar pont war an Ebro. — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 41.)
- Kavet hon eus Herve ha me, an ozhac'h ouzh hor gortoz, kluchet e gwasked ar roc'h e-kichen ar pont. — (Abeozen, Pirc'hirin Kala-Goañv, Al Liamm, eil emb. 1986, p. 132.)
- Ur c'hastell kozh e oa, en un enezenn e-kreiz ur stêrig, bet savet gwechall da zifenn harzoù Breizh, ha bremañ hanter ziskaret, ar vein kouezhet en dour o talvezout da bont evit tremen war an douar. — (Roparz Hemon, Mari Vorgan, Al Liamm, eil emb. 1975, p. 82.)
- Diskenn a rechomp d'an traon hep sonjal hor boa freuzet ar pount er penn kenta euz an emgann. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 2.)
- Ar memes tra a reas c’hoazh e-kreiz ur park nevez aret, etre daou benn ur pont istribilhet, hag en ur park-kirri a oa war-lein un tour. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 49.)
- ..., nag ouzh an engroez martoloded ken stank ma 'z oa gronnet ar straedoù ganto, nag ouzh al lenn, pe ar pont bras hag al listri brezel er Penfeld. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 78.)
- Dizaon ouzh treid ar c'hezeg, ouzh kerniel ar saout, ouzh rodoù ar c'hirri, Yann a dreuz ar pont en ur redadenn, ... — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 22.)
- Leur ul lestr
- Ur gouel a zo henozh war al lestr, hag e rankan mont war ar pont. — (Roparz Hemon, Mari Vorgan, Al Liamm, eil emb. 1975, p. 10.)
- ... ; kerkent ha m'am boa lonket va fred gant ur galon digor frank, me 'lavar deoc'h, e pignis war ar pont, sonnoc'h eget ur pipi, ... — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 88.)
- ..., met un nozvezh teñval-sac'h e-pad an treuz e sailhas kanfarded eus eil batailhon an trede rejimant war ar c'horonal Von Krauze o vale war bont al lestr. — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 28.)
- Bez' e oa, ledet a-hed o c'horf war ar pont, tri pe bevar babourzhad o vutuniñ pe o rambreal pep hini e-giz ma kare dezhañ. — (Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, Al Liamm, 1959, p. 70.)
- E-barzh anv kêrioù ha lec'hioù 'zo e Breizh.
- Bet e oa en Pont-e-Kroaz war ar studi beleg. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 33.)
- E-kreiz houmañ, izeloc'h, emañ an Dourdu, ur stêrig peskedus, o redek, en ur hiboudiñ, etremek Pont-ar-Veuzenn hag ar Stêr-Aon. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 14.)
- ..., zoken, ur vigoudenn penn-tach pe ziv, a-ziwar-dro Pont-'n-Abad, o kinnig d'ar bardonerien limaioù bitous graet gant sukr rouzet. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 31.)
- - Horrol eo ! eme Janed ar Go da Seza an Tougn, en ur lakaat ar c'houez da sec'hiñ ouzh an orjalennoù e balioù liorzh maner Pont-an- Traoñ. — (Abeozen, Pirc'hirin Kala-Goañv, Al Liamm, eil emb. 1986, p. 125.)
- Diskenn a ran betek Pont-Krisr nemetken hag e kasin ganen letern ar marchosi, rak du-spontus eo an noz adarre. — (Abeozen, Pirc'hirin Kala-Goañv, Al Liamm, eil emb. 1986, p. 129.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
Krennlavaroù
- Pa vezer war bont Landerne
Emañ ar fri e Leon hag ar revr e Kerne - Pa vezer war bont Landerne
Ne vezer nag e Leon nag e Kerne
Troidigezhioù
Kembraeg
- Diwar ar ger latin pons.
Anv-kadarn
pont /ˈpɔ̃n(t)/ benel; (liester : pontydd)
- pont
- Pen-y-Bont.
Galleg
- Diwar ar ger latin pons.
Anv-kadarn
pont /ˈpɔ̃n/ gourel; (liester : [[ponts])