Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

ludu

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Meneget er C'hatholicon (1499): ludu.[1]
Da geñveriañ gant ar gerioù lludu, lludw en kembraeg, lusow en kerneveureg, luaithe en iwerzhoneg.

Anv-kadarn

ludu /ˈlyːdy/ gourel, liester luduoù, ludueier
ludu strollder, (unanderenn : luduenn)
  1. Dilerc'hioù poultrennek, louet al liv anezho, deuet diwar danvezioù, korfoù devet.
  2. Dilerc'hioù an tan en un oaled.
    • Ar flamm a zihunas Paotr-Du kousket en e gropoù e-tal al ludu tomm. — (Jakez Konan, NOZ AR PELLGENT, Al Liamm niv. 65, Du-Kerzu 1957, p. 14.)
  3. Dilerc'hioù ar re varv.
    <skouer>.
  4. Relijion Arouez ar binijenn.
    <skouer>.
  5. Ludu implijet da demzañ an douar.
    <skouer>.
  6. gwentañ ludu : o zeurel en avel.
    • Tapet e voe koulskoude, ha kaset d'ar prizon, da Bontrev, hag e voe barnet da vezañ krouget ha devet, ha gwentet e ludu gant an avel. KAB 3/216
  7. Merc'her al Ludu
  8. liv al ludu
  9. Pipi ludu

Distagañ

Deveradoù

Troioù-lavar

Troidigezhioù

Daveoù

Roll an daveoù :

  1. Jehan Lagadeuc, Ludu, Le catholicon en troys langaiges scavoir est breton franczoys et latin, 1499, war lec'hienn ar Bibliothèque nationale de France.